La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 3:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

En deiziou‐ze e teuaz Ian ar Badezour, o prezeg en dezert ar Jude, hag o lavaret:

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

En deizioù-se e teuas Yann-Vadezour da brezeg e lec’h distro Judea,

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

En amzér‐zé e tas Yehan er Badéhour de perdêg én distroyeu a Jude,

Ver Capítulo



Mazhev 3:1
27 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, e‐touez ar re a zo ganet divar groagez, n’eo bet savet hini brassoc’h eged Ian ar Badezour; koulskoude, an hini distera en rouantelez an envou a zo brassoc’h egethan.


Evel ma’z eant kuit, Jesus a gommansaz lavaret d’ar bobl divarben Ian: Da velet petra oc’h‐hu eat en dezert? Eur gorzen hijet gant an avel?


Lod a lavar ez oud Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha lod all, Jeremias, pe unan euz ar brofeted.


Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan; ha c’houi, o veza gwelet kementse, n’hoc’h ket distroet goude‐ze da gredi anezhan.


Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion.


An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.


Hervez ar pez a oa bet scrivet er brofeted: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent araog d’id:


Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl‐C’halloudec; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou,


Pa oe eat kuit kannaded Ian, Jesus a gommansaz da gomz d’ar bobl divarben Ian: Da velet petra oc’h‐hu eat en dezert? Eur gorzen hijet gant an avel?


adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.