Hogen Per a oa azezet en diaveaz ebarz ar porz, hag eur vatez a dostaaz outhan hag a lavaraz dezhan: Te a oa ive gant Jesus a C’halile.
Mazhev 26:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re Ancien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg‐braz, galvet Caiphas, Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé er Pen‐Vêlean hag er Ré‐Quetan ag en Dud hum dolpas é ty er Bêlêg‐Vras, hanhuet Caïphe: |
Hogen Per a oa azezet en diaveaz ebarz ar porz, hag eur vatez a dostaaz outhan hag a lavaraz dezhan: Te a oa ive gant Jesus a C’halile.
Neuze ar zoudarded a gassaz Jesus da balez ar gouarner, hag e tastumjont var he dro an holl vanden soudarded.
Per a heuliaz anezhan a‐ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e‐kichen an tan.
Hogen, evel ma oa Per d’an traon ebarz ar porz, e teuaz eno unan euz a vitizien ar beleg braz;
Neuze ar zoudarded a zigassaz anezhan en diabarz ar palez, da lavaret eo, er pretouer, hag e tastumjont eno an holl vanden zoudarded;
Ha pa ho doe great tan en kreiz ar porz, ha pa oent azezet assambles, Per a azezaz en ho zouez.
pa oa Annas ha Caïphas beleien vraz, ger Doue a oe adresset da Ian, mab Zakarias, ebarz an dezert.
Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan‐benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.
Neuze e kasjont Jesus euz a di Gaïphas d’ar pretouar; an dra‐man a oa deuz ar beure, ha na antrejont ket er pretouar, gant aoun d’en em souilla hag evit gallout debri ar Pask.