Mazhev 26:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Gout e ret penaus e vou Pasq idan deu zé, ha Mab en Dén e vou laqueit étré deourn er béhérion eit bout staguet arh er groéz. |
Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud;
Pec’het em euz; trahisset em euz ar goad innosant. Mes int a lavaraz: Petra a ra an dra‐ze deomp‐ni? Kement‐se a zell ouzidte.
Hag e lavaraz dezhe: Eur c’hoant vraz em boa da zibri ar Pask‐man ganeoc’h araog souffr.
Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro‐ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia.
C’houec’h devez araog ar Pask, Jesus a zeuaz da Vethani, el leac’h ma oa Lazar pehini a oa bet maro, hag a oa bet resussitet ganthan.
Judas, an hini a drahisse anezhan, a anaveze ive al leac’h‐ze, rag Jesus a oa bet eno alies assambles gant he ziskibien.
Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.