Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement‐se d’an Iliz; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican.
Mazhev 10:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jacq mab Zebede, ha Yehan é vrér, Philipp ha Barthelemi, Thomas ha Maheu er publican, Jacq mab Alfe, ha Tade. |
Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement‐se d’an Iliz; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican.
Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan: Heul ac’hanoun.
Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a‐ziabell, e‐touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome,
Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan.
hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, ha Juda Iscariot,
Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze;
Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!
Goude‐ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz d’am heuil.
Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud.
Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all: Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.
Judas, (n’e ket an Iscariot eo,) a lavaraz dezhan: Aotrou, a be leac’h e teu ma en em ziskouezi deomp‐ni, ha nann d’ar bed?
Thomas a lavaraz dezhan: Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez; ha penaos e c’hellomp‐ni gouzoud an hent?
Jesus a lavaraz dezhan: Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip! An hini hen deuz gwelet ac’hanoun, hen deuz gwelet an Tad. Penaos eta e leverez‐te: Diskouez deomp an Tad?
Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles.
Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes.
Mes hen, oc’h ober sin dezhe gant he zorn da devel, a gontaz dezhe penaos hen doa an Aotrou hen digasset er meaz euz ar prizon; hag e lavaraz: Roit da anaoud kement‐man da Jakes ha d’hon breudeur; goude‐ze e sortiaz, hag ez eaz da eul leac’h all.
Ha goude m’ho doe ehanet da gomz, Jakes a gomzaz, hag a lavaraz: Tud breudeur, selaouit ac’hanoun:
Hag an deiz varlerc’h, Paol a zeuaz ganeomp da di Jakes, hag an holl re ancien en em zastumaz eno.
pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset.
Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud!
Jud, servicher Jesus‐Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus‐Christ.