Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz.
Sant Marc 9:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha rag‐tal, evel ma velaz an holl bobl‐ze anezhan, e oent souezet braz, hag o tiredec, e saludjont anezhan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhañ. |
Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz.
Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn; hag e oent spountet.
Mes hen a lavaraz dezhe: Na vezit ket spountet; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet; resussitet eo, n’ema ket aman; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan.
Ha pa velaz Jesus penaos e tirede ar bobl assambles, e c’hourdrouzaz ar spered impur, en eur lavaret dezhan: Spered mud ha bouzar, me a c’hourc’hemen d’id, kea er meaz euz ar bugel‐ze, ha na antre mui enhan.