Sant Marc 9:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, evel ma’z eo scrivet divar he ben, ha great ho deuz dezhan kement a felle dezhe. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met me a lavar deoc’h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c’hoantaet evel ma’z eo skrivet diwar e benn. |
Hen a respontaz: Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a‐nevez an holl draou; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet.
Hag, o veza deuet etrezeg an diskibien all, e velaz eur bobl vraz en dro dezhe, ha Scribed o tisput ganthe.
hag e valeo dirazhan en spered ha gant nerz Elias, evit trei calonou an tadou ouz ar vugale, hag ar re na zentont ket da furnez ar re just, evit prepari d’an Aotrou eur bobl disposet mad.
Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just‐se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien;