Sant Marc 8:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan: Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement‐man da zen e‐bed euz ar bourg. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e kasas anezhañ d’e di, o lavarout: N’a ket er bourc’h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc’h. |
Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.
Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze.
Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.
Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan.
Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou‐lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra‐benag.
Jesus a lekeaz c’hoas he zaouarn var he zaou‐lagad, hag a lavaraz dezhan sellet; hag e oe pareet, hag e vele sclear anezhe holl.