en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo.
Sant Marc 8:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, o veza kemeret dorn an den dall, e kassaz anezhan ganthan er meaz euz ar bourg, hag e lekeaz cranch var he zaou‐lagad, ha goude beza astennet he zaouarn varnezhan, e c’houlennaz diganthan hag hen a vele eun dra‐benag. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak. |
en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo.
Hag o veza tennet anezhan a‐gostez euz a‐greiz ar bobl, e lekeaz he vizied en he ziou‐skouarn; hag o veza kemeret cranch, e touchaz ouz teod an den‐ze.
Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan: Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement‐man da zen e‐bed euz ar bourg.
Hag ar c’habiten, o cregi en he zorn, en em dennaz a‐gostez ganthan, hag a c’houlennaz diganthan: Petra ec’h euz‐te da ziscleria d’in?
Ha Saul a zavaz divar an douar, hag o veza digoret he zaou‐lagad, ne vele den; int a renaz eta anezhan dre he zorn, hag a gassaz anezhan da Zamas.
n’e ket eun allians evel an hini a riz gant ho zadou, en deiz ma crogiz en ho dorn, evit ho zenna euz a zouar an Egypt; rag n’ho deuz ket kendalc’het em allians, hag em euz ho dilezet, eme an Aotrou.
Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;