Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?
Sant Marc 5:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent ar plac’h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet meurbet. |
Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?
Hag int spouronet‐holl a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa rank zo‐ken an avel hag ar mor senti outhan?
Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi: Talitha coumi; da lavaret eo: Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id.
Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.
Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa.
Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.