Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.
Sant Marc 5:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag, o veza kemeret he dorn, e lavaraz dezhi: Talitha coumi; da lavaret eo: Plac’h vihan, sav, me hen lavar d’id. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav. |
Neuze, o tostaad, e roaz he zorn dezhi hag e savaz anezhi; ha kerkent, an derzien he c’huitaaz, hag e servichaz anezhe.
Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net.
Hag e rent goab anezhan; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel.
Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed.
(hervez ma’z eo scrivet: Me em euz da lakeat da dad da galz a nationou), tad deomp, a lavaran, dirag Doue, da behini e credaz, ha pehini a ro buez d’ar re varo, hag a c’halv an traou n’emaint ket, evel pa vefent.
pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.