Sant Marc 4:36 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza kasset kuit ar bobl, e kasjont Jesus ganthe evel ma oa er vag; ha bez’ e oa ive bagou bihan all hag a iea assambles ganthan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m’edo enni. Bez’ e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug. |
Hag hen a lavaraz d’he ziskibien derc’hel prest eur vag dezhan, abalamour d’ar bobl vraz‐ze, gant aoun na vije re‐wasket ganthe.
Jesus a gommansaz adare da gelen e‐tal ar mor, ha kement a dud en em zastumaz var he dro, ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz enhi,
Neuze e savaz eur barrad gwall amzer, hag o veza ma en em daole ar mor var ar vag, e oa erru dija karget a zour.
Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur.
Jesus o veza adare treuzet ar mor er vag hag eat d’an tu all, eur foul braz a dud en em zastumaz en dro dezhan, hag hen a oa tost d’ar mor.
Eun devez e c’hoarvezaz ma pignaz en eur vag gant he ziskibien, hag e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor, hag ez ejont.