Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.
Sant Marc 4:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re a receo an had e‐touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a zegemer an had e-touez an drein, eo ar re a selaou ar ger, |
Hag an hini hen deuz recevet an had e‐touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger; mes sourciou ar bed‐man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez.
mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho‐unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet.
mes sourciou ar bed‐man, tromplerez ar madou ha meur seurt desiriou all o tond varnezhe, a voug ar Ger, hag e teu da veza difrouez;
lod all a gwezaz e‐touez ar spern; hag ar spern a zavaz hag a vougaz anezhan, ha ne roaz ket a frouez;
hag ar pez a zo kwezet e‐touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez‐man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare;