Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe.
Sant Marc 3:17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha Jakes mab Zebede, ha Ian breur Jakes, da bere e roaz an hano a Boanerjes, da lavaret eo, mibien ar gurun; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c’hurun; |
Hag ac’hane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e c’halvaz anezhe.
Neuze Jakes ha Ian, mibien Zebede, a zeuaz d’he gavoud en eur lavaret: Mestr, ni a garfe e rafez deomp ar pez a c’houlennimp.
Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz.
hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, ha Juda Iscariot,
Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes.
C’houec’h devez goude, Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian, hag ho c’hassaz assambles ganthan a‐gostez var eur menez huel; hag e oe transfiguret dirazhe.
Ha Jakes ha Ian, he ziskibien, o velet kement‐se, a lavaraz dezhan: Aotrou, mar kerez ni a lavaro d’an tan disken euz an env evit ho devi holl, evel ma reaz ive Elias!
Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles.
Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e‐bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon.
Neuze e lavaraz d’in: Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.