Sant Marc 16:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re‐man a ieaz da annonsi kement‐se d’ar re all, mes na gredjont ket dezhe ken neubeud. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re-mañ a yeas d’henn lavarout d’ar re all ha n’o c’hredjont ket kennebeut. |
Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.
Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo.
Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe: Ha beza oc’h euz‐hu aman eun dra‐benag da zebri?
An diskibien all eta a lavaraz dezhan: Ni hon euz gwelet an Aotrou. Mes hen a lavaraz dezhe: Ma na velan en he zaouarn merk an tachou, ha ma na lakaan va biz en merk an tachou, ha ma na lakaan va dorn en he gostez, me na gredin ket.
An diskibl all, pehini a oa deuet da genta d’ar bez, a ieaz ive ebarz, hag e velaz, hag e credaz.