Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest; preparit eno ar Pask evidomp.
Sant Marc 14:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He ziskibien eta a ieaz en hent, hag o veza erruet en kear, e kavjont pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe; hag e preparjont ar Pask. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m’en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask. |
Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest; preparit eno ar Pask evidomp.
Ar re‐man eta, o veza eat kuit, a gavaz pep‐tra evel m’hen doa lavaret dezhe, hag e preparjont ar Pask.
Neuze e lavaraz dezhe: Pa gassiz ac’hanoc’h hep na ialc’h, na bissac’h, na boutou, daoust hag eun dra‐benag a zo bet manket deoc’h? N’euz bet manket netra, eme‐z’he.
Mes lavaret em euz deoc’h an traou‐man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen‐kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.