Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.
Sant Marc 13:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet. |
Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.
Diwallit ouz ar fals‐profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus.
Neuze mar lavar unan‐benag deoc’h: Setu ar C’hrist aman; pe: Setu‐hen a‐hont; na gredit ket.
Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro: Me eo ar C’hrist; ha kalz a vezo tromplet ganthe.
Jesus a lavaraz dezhan: C’houi na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou.
Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis.
Bugaligou, hou‐man eo an heur diveza; hag evel ma hoc’h euz klevet e tle dond an Ante‐Christ, brema dija ez euz meur a ante‐christ; dre eno ec’h anavezomp ema an heur diveza.
Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.
Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.
Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.