Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Ha comprenet hoc’h euz‐hu an holl draou‐ze? Int a respontaz dezhan: Ia, Aotrou.
Sant Marc 13:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn); neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù, |
Jesus a lavaraz d’he ziskibien: Ha comprenet hoc’h euz‐hu an holl draou‐ze? Int a respontaz dezhan: Ia, Aotrou.
Breudeur, na vezit ket bugale e‐kenver ar skiant; mes e‐kenver ar fallentez bezit bugaligou; hag evit ar pez a zell ar skiant bezit tud c’hreat.
Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost.
Aman ema ar furnez. An hini hen deuz intentamant, ra gounto an nombr euz al loen, rag eun nombr a zen eo, hag an niver anezhan a zo c’houec’h kant c’houec’h ha tri‐ugent.