Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien.
Sant Marc 12:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc’h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Degasit din un diner evit ma welin anezhañ. |
Hag o veza great marc’had gant al labourerien eun diner evit eun devez, e kassaz anezhe d’he winien.
Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun?
Neuze ar Farizianed a dostaaz outhan hag a c’houlennaz diganthan, evit hen amprouv: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg?
O veza eta deuet d’he gavoud, e leverjont dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud gwirion, ha penaos ne glaskez plijoud da zen e‐bed; rag na zellez ket ouz apparans an dud, mes diski a rez hent Doue hervez ar wirionez. Ha permetet eo paea an tribut da Cezar, pe n’eo ket? Ha paea a raimp‐ni, pe na baeimp ket?
Hag e tigasjont dezhan unan. Neuze e lavaraz dezhe: Imach piou, hag hano piou eo ar re‐man? Hag e leverjont dezhan: Re Cezar.
Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.
Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar.
Neuze Per a lavaraz dezhi: Perag oc’h‐hu en em glevet etrezoc’h evit tenti Spered an Aotrou? Setu e‐tal an nor ar re ho deuz lakeat da bried en douar, ha te ive a gassint ganthe.
Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe; hag e oent distrujet gant ar serpanted.
N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.
Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.