Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.
Sant Marc 11:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag a lavaro d’ar menez‐ze: Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c’hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. |
Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h.
Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen‐fiez a rajec’h hep‐ken; mes memeus ma lavarjec’h d’ar menez‐man; Sav alese, hag en em daol er mor, kement‐se a erruje.
Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.
Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.
Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h.
Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra.