Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue.
Sant Marc 10:26 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oent c’hoas muioc’h souezet, hag e lavarent an eil d’egile: Piou eta a hell beza salvet? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e voent c’hoazh muioc’h souezhet hag e lavarjont an eil d’egile: Ha piv eta a c’hell bezañ salvet? |
Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue.
Mes Jesus, o sellet outhe, a lavaraz: Kement‐se a zo impossubl d’an dud, mes n’eo ket impossubl da Zoue; rag pep tra a zo possubl da Zoue.
Neuze e pignaz en ho zouez er vag, hag an avel a davaz; hag e oant souezet meurbed hag en eun estlam euz ar vrassa.
Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.
Hag unan‐benag a lavaraz dezhan: Aotrou, ha gwir eo ne vezo salvet nemed neubeud a dud?
Hag e leverjont dezhan: Cred en Aotrou Jesus‐Christ, hag e vezi salvet, te ha da diegez.
Hag int a zo ministred ar C’hrist? (evel eun den foll e komzan), me a zo muioc’h c’hoas egethe; muioc’h dre al labouriou, kalz muioc’h dre ar gouliou, muioc’h dre ar prizoniou;