Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.
Sant Marc 10:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, o velet kement‐se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe: Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo. |
Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.
Piou‐benag eta en em izelaio he‐unan evel ar bugel bihan‐man, hennes eo ar brassa e rouantelez an envou.
Mes Jesus a lavaraz; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe.
Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.
Mes Jesus, o veza distroet hag o sellet ouz he ziskibien, a reprenaz Per, en eur lavaret dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag da zonjezonou n’emaint ket en traou hag a zell ouz Doue, mes er re a zell ouz an dud.
Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.
Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.
Rag ar bromessa a zo bet great deoc’h ha d’ho pugale, ha d’ar re holl a‐ziabell, kement hag a vezo galvet gant an Aotrou hon Doue.
C’houi a zo bugale ar brofeted, hag euz an allians hen deuz great Doue gant hon tadou, en eur lavaret da Abraham: An holl famillou euz an douar a vezo benniget en da lignezte.
Hogen, mar d’eo santel ar c’henta frouez, ar rest euz ar frouez a zo santel ive; ha mar d’eo santel ar c’hrizien, ar brancou a zo santel ive.
Gwir eo penaos, e‐kenver an Aviel ez int enebourien, abalamour deoc’h; mes e‐kenver ar choaz a Zoue, ez int karet abalamour d’ho zadou,
Breudeur, na vezit ket bugale e‐kenver ar skiant; mes e‐kenver ar fallentez bezit bugaligou; hag evit ar pez a zell ar skiant bezit tud c’hreat.
Rag an ozac’h difeiz a zo santifiet gant ar vreg; hag ar vreg difeiz a zo santifiet gant he ozac’h; anez, ho pugale a vefe impur, eleac’h breman ez int santel.
Mar en em lakit en coler, diwallit da bec’hi; diwallit ne deufe an heol da guzat var ho coler;
hag o terc’hel sonj euz ar feiz gwirion a zo enoud, hag a zo bet da genta en da vam‐goz Loïsa, ha goude‐ze en da vam Eunis, hag a zo enoud‐de ive, me a zo sur‐mad.
adaleg da vugaleach, ec’h anavezez ar Scrituriou‐Sacr, pere a zo capabl da gelen ac’hanoud evit ar zilvidigez, dre ar feiz a zo en Jesus‐Christ.
c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski.