Sant Marc 1:37 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha p’ho doe kavet anezhan, e leverjont dezhan: An holl a zo o klask ac’hanoud. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac’hanout. |
Hag hen a lavaraz dezhe: Deomp d’ar villajennou a zo tro‐var‐dro, evit ma prezegin ive eno; rag evit se eo ez oun deuet.
Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.
Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro.
Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe: Gwelet a rit, na c’hounezit netra; setu an holl o vond var he lerc’h.
Hag e teujont da gavoud Ian, hag e leverjont dezhan: Mestr, an hini a oa ganez en tu all d’ar Jourdan, ha da behini ec’h euz roet testeni, setu hen o vadezi, hag ez eont holl d’he gavout.