Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.
Sant Marc 1:35 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza savet mintin mad, pa oa c’hoas teval, hen a zortiaz hag ez eaz en eul leac’h distro, hag e pede eno. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno. |
Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.
Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he‐unan var ar menez evit pedi; hag an noz o veza deuet, e oa eno he‐unan.
Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.
Jesus eta oc’h anaoud e tlient dond d’he gemeret, evit hen lakaad da roue, en em dennaz adare he‐unan var ar menez.
o pedi bepred gant pep seurt peden ha supplication dre ar Spered; o veillia var gementse gant pep perseverans, hag o pedi evit an holl Zent,
Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,