En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet; hag e c’hlorifient Doue Israel.
Sant Marc 1:27 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c’houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c’hourc’hemenn d’ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ. |
En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet; hag e c’hlorifient Doue Israel.
Rag evidoun‐me, petra benag m’az oun dindan otorite tud‐all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag hen her gra. Pa glevaz Jesus kement‐se,
Ha pa oe kasset kuit an drouk‐spered, an den mud a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent: Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel.
Neuze ar Spered impur, oc’h hija anezhan stard, a ieaz er meaz anezhan, en eur leuskel eur griaden vraz.
Hag he ziskibien a oe souezet gant ar c’homzou‐ze. Mes Jesus, o komz outhe, a lavaraz: Va bugale, pegen dies eo d’ar re a laka ho fizians er madou antren en rouantelez Doue!
Hogen, evel ma oant en hent, o pignad da Jerusalem, Jesus a iea araog dezhe; hag e oant spountet, hag ho doe aoun en eur vond var he lerc’h. Ha Jesus, o kemeret adare an daouzec a‐gostez, a gommansaz lavaret dezhe ar pez a dlie c’hoarvezout ganthan.
Neuze, o veza antreet er bez, e veljont er c’hostez deo eun den yaouank azezet, gwisket gant eur zae venn; hag e oent spountet.
Mes hen a lavaraz dezhe: Na vezit ket spountet; klask a rit Jesus a Nazaret pehini a zo bet crucifiet; resussitet eo, n’ema ket aman; setu aman al leac’h en pehini ho doa lakeat anezhan.
Ha souezet meurbed, e lavarent: Kement holl a ra a zo burzudus; ar c’hlevet a ro d’ar re vouzar, hag ar gomz d’ar re vud.
Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont!
O veza galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk‐sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou.
Hag, o veza kemeret anezhan, hen kasjont d’an Areopach, en eur lavaret: Ha ni a helfe gouzoud petra eo an doctrin nevez‐ze euz a behini e komzez?