Hag e pe kear pe villajen‐benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi; ha choumit eno bete ma’z eot kuit.
Sant Lucas 9:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag en pe seurt ti‐benag ma c’hantreot, choumit eno bete ma’z eot kuit. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E peseurt ti bennak ma’c’h antreot, chomit ennañ betek ma’z eot kuit. |
Hag e pe kear pe villajen‐benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi; ha choumit eno bete ma’z eot kuit.
Lavaret a reaz ive dezhe: E pe ti‐benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h‐se.
Hag e lavaraz dezhe: Na gemerit netra evit an hent, na baz, na bissac’h, na bara, nag arc’hant, ha n’ho pezet ket diou wiskamant.
Ha piou‐benag na recevo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit euz ho c’hear, hijit ar boultren euz ho treid, evit testeni en ho enep.
Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden‐man: Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan; hag ober a reaz deomp choum.