Malheur d’id, Korazin! malheur d’id Betsaida! rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar miraclou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent en em gonvertisset en eur gemer ar zac’h hag al ludu.
Sant Lucas 9:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a‐gostez, en eul leac’h dezert, e‐kichen eur gear galvet Bethsaïda. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c’hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec’h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida. |
Malheur d’id, Korazin! malheur d’id Betsaida! rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar miraclou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent en em gonvertisset en eur gemer ar zac’h hag al ludu.
Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken?
Hogen, an deg ha tri‐ugent diskibl a zistroaz gant joa, o lavaret: Aotrou, an drouk‐sperejou ho‐unan a bleg deomp en da hano.
Sentit ouz ho renerien ha plegit dezhe, rag ar re‐ze a ziwall hoc’h eneou, evel tud hag a dle renta count anezhe, evit ma c’hellint hen ober gant joa ha n’e ket en eur huanadi; rag an dra‐ze a vezfe domajus evidoc’h.