Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz.
Sant Lucas 8:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe deuet en ti, na lezaz den da antren nemed Per, Jakes ha Ian, ha tad ha mam ar plac’h yaouank. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac’hig. |
Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz.
Mes Jesus, o veza klevet kement‐se, a lavaraz da Jaïrus: N’az pe ket a aoun; n’ec’h euz nemed credi, ha da verc’h a vezo iac’heet.
Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi; mes Jesus a lavaraz: Na welit ket; n’ed eo ket maro, mes kousket hep‐ken.
Var‐dro eiz devez goude ar c’homzou‐ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi.
Ha Per, o veza kasset anezhe holl er meaz, a ieaz var he zaoulin hag a bedaz; neuze o trei varzu ar c’horf, e lavaraz: Tabitha, sav. Hag hi a zigoraz he daou‐lagad, hag o veza gwelet Per, e savaz en he c’houaze.