Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Greg! da feiz a zo braz; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur‐ze.
Sant Lucas 7:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Paglevaz Jesus kement‐se ec’h admiraz ar c’hantener, hag o veza distroet, e lavaraz d’ar bobl a oa oc’h heuil anezhan: Me a lavar deoc’h n’em euz ket kavet, memeus en Israel, eur feiz ker braz. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d’ar bobl en heulie: Me a lavar deoc’h penaos ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel. |
Neuze Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Greg! da feiz a zo braz; ra vezo great d’id evel ma c’hoanteez. Hag he merc’h a oe iac’heet var an heur‐ze.
e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.
Ha pa oe kasset kuit an drouk‐spered, an den mud a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent: Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel.
Ha pa oe distroet d’ar gear ar re a oa bet kasset etrezeg Jesus, e kavjont iac’h mad ar mevel a oa bet klanv.
Rag evidounme, petra‐benag ma’z oun dindan otorite tud‐all, em euz dindan‐oun soudarded; hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag her gra.