Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?
Sant Lucas 7:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dre‐ze n’oun ket en em gavet dign va‐unan da vond beteg enoud; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo rentet pare. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abalamour da-se ne’m eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac’haet. |
Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?
Hag e oent holl spountet braz, hag e lavarent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Gourc’hemen a ra gant otorite ha gant galloud d’ar sperejou louz, hag e sortiont!
Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret: Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag‐tal, al lorgnez a guitaaz anezhan.
Jesus eta a ieaz ganthe. Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan‐benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan: Aotrou, na gemer ket ar boan‐ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen.
Rag evidounme, petra‐benag ma’z oun dindan otorite tud‐all, em euz dindan‐oun soudarded; hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag her gra.