En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet; hag e c’hlorifient Doue Israel.
Sant Lucas 7:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl. |
En hevelep doare ma oe ar bobl en admiration, o velet an dud mud o komz, an dud vac’haniet pareet, ar re gam o vale, hag ar re dall o velet; hag e c’hlorifient Doue Israel.
Ar bobl, o velet kement‐se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud.
Hag e teuaz aoun braz d’ho holl amezeien, hag an holl draou‐ze a oe brudet dre holl vro meneziou ar Jude.
ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.
Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe.
Hag e lavaraz dezhe: Pe seurt traou? Ar re‐man a respontaz: Ar pez a zo c’hoarvezet gant Jesus a Nazaret, pehini a oa eur profet galloudec en he oberou hag en he gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl holl;
Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent: Traou burzudus hon euz gwelet hirio.
Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her.
Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam.
Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement‐se, a lavaraz enhan he‐unan: Ma vije an den‐man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.
Neuze an holl dud euz a vro ar Gadarened hen pedaz da guitaad ho bro; rag croget e oa eur spount vraz enhe. Pignad a reaz eta var ar vag evit dond var he c’hiz.
Ar re‐man, o respont, a lavaraz: Lod a lavar Ian ar Badezour; lod all, Elias; ha darn all a lavar ez eo resussitet unan‐benag euz ar brofeted koz.
Piou oud‐te eta, a c’houlenjont diganthan? Ha te eo Elias? Hag e lavaraz: N’e ket me eo. Ha te eo ar profet? Hag e respontaz: Nann.
Goulen a rejont diganthan: Perag eta e vadezez‐te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet?
Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed.
Lavaret a rejont eta adare d’an dall: Ha te, petra a leverez‐te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou‐lagad? Hen a respontaz: Eur profet eo.
Ananias, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a gwezaz, hag a varvaz kerkent; kement‐se a reaz eur spount vraz d’ar re holl a glevaz komz euz a gement‐man.
Ar Moises‐ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel: An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a‐douez ho preudeur, henvel ouzin; selaouit anezhan.