Sant Lucas 5:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa Jesus en eur gear euz ar Galile, eun den goloet a lorgnez, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’an douar var he vizach, hag hen pedaz, o lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma oa en ur gêr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c’henoù d’an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c’hellez va glanaat. |
Mab David! kemer truez ouzomp. Ha pa oe deuet en ti, an dud dall‐ze a dostaaz outhan, ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha c’houi a gred ec’h hellan‐me ober kement‐se? Int a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou!
en eur lavaret: Va merc’h vihan a zo prest da vervel; deuz da astenn da zaouarn varnezhi, evit ma vezo iac’heet, hag e vevo.
hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he‐man a oa eur Samaritan.
Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret: Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag‐tal, al lorgnez a guitaaz anezhan.
Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.