Sant Lucas 4:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an diaoul, o veza achuet an holl dentation, a guitaaz anezhan evit eun amzer. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer. |
Ha Jesus a zistroaz dre c’halloud ar Spered en Galile, hag ar vrud anezhan a redaz dre ar vro holl tro‐var‐dro.
Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed‐man; mes n’hen deuz netra enoun.
Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.