Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
Sant Lucas 23:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met int a zalc’he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ. |
Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret: Me a zo net euz a voad an den just‐se; ouzoc’h‐c’houi e sell kement‐se.
Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret:
Ha pa oa o lavaret kement‐se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober dezhan komz var meur a dra, o stigna pechou dezhan,
Mes int a zalc’he muioc’h‐mui da c’houlen, en eur grial var bouez ho fen ma vije crucifiet; hag ho c’hri‐fors hag hini prinsed ar veleien a greske bepred.
An deiz varlerc’h, Jesus a fellaz dezhan mond d’ar Galile, hag e kavaz Philip, hag e lavaraz dezhan: Heuil ac’hanoun.
Mes int a grie: Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan! Pilat a lavaraz dezhe: Ha crucifia a rin‐me ho roue? Prinsed ar veleien a respontaz: N’hon euz roue e‐bed nemed Cezar.
Jesus a reaz ar c’henta miracl‐man en Cana kear a C’halile, hag e tiskouezaz he c’hloar; hag he ziskibien a gredaz enhan.
Darn all a lavare: He‐man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare: Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist?
Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.
Gouzoud a rit petra a zo c’hoarvezet er Jude holl, hag er pen‐kenta er Galile, goude ar vadiziant prezeget gant Ian;
Hag evel ma oa savet eun disput vraz, ar c’habiten, gant aoun ne vije Paol dismantret ganthe, a c’hourc’hemenaz d’ar zoudarded disken, da lemmel anezhan euz ho c’hreiz, hag he gas d’ar c’hastel.
O klevet ar c’homzou‐ze, e oent transportet gant an arach en ho c’halon, hag e skrignent ho dent ouz Stefan.
Neuze a crijont a‐bouez pen, hag e stouvjont ho diou‐skouarn, hag en em daoljont holl assambles varnezhan;