Sant Lucas 23:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c’hellent. |
Ha pa oa o lavaret kement‐se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober dezhan komz var meur a dra, o stigna pechou dezhan,
Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat.
Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret: Kavet hon euz an den‐man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he‐unan ar C’hrist, ar roue.
Mes int a zalc’he muioc’h‐mui varnezhan, en eur lavaret: Lakaad a ra ar bobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.
Ni hon euz kavet an den‐man, pehini a zo eur vossen, hag a laka trouz etre ar Judevien dre ar bed holl, hag a zo ar pen euz a sect an Nazareaned,