Sant Lucas 22:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a reaz eta hag e komzaz gant prinsed ar veleien ha gant chefou ar re a ziwalle an templ, var an doare d’hen livra dezhe. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d’e zroukreiñ dezho. |
Neuze Jesus a lavaraz da brinsed ar veleien, da gabitaned an templ, ha d’ar re Ancien a oa deuet da gemer anezhan: C’houi a zo deuet gant klezeier ha gant bizier, evel var lerc’h eun torfetour.
Mes evel ma oa Per ha Ian o komz ouz ar bobl, ar veleien, cabiten an templ hag ar Sadduseed a zeuaz etrezeg enhe,
Pa ho doe ar beleg‐braz, cabiten an templ, ha prinsed ar veleien, klevet kement‐se, ne ouient petra da zonjal divarben an ebestel, na petra a c’hoarvezje var gement‐se.
Neuze ar c’habiten a ieaz gant ar serjanted, hag a zigassaz anezhe hep ho forci re‐holl; rag aoun ho doa rag beza meinet gant ar bobl.