Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
Sant Lucas 22:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaske an tu da lakaad Jesus d’ar maro; rag aoun ho doa rag ar bobl. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d’ar marv, rak doujañ a raent ar bobl. |
Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.
Mes ar vererien, pa veljont ar mab, a lavaraz etrezhe: Setu aman an heritour; deuit, lazomp anezhan, ha kemeromp he heritach.
Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.
Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlie di‐gouezoud daou zevez goude; hag ar Scribed a glaske an tu da gemeret Jesus dre finessa ha d’hen lakaad d’ar maro.
Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan; rag anavezet ho doa hen doa lavaretar barabolen‐ze a‐eneb dezhe; mes aoun ho doa rag ar bobl.
Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan‐benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.
Rag Herodes ha Pons‐Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a‐enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet,