Sant Lucas 21:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a lavaraz: Diwallit da veza tromplet; rag meur a hini a zeuio em hano, en eur lavaret: Me eo ar C’hrist, hag an amzer a dosta. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N’it ket eta war o lerc’h. |
Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
Hag e vezo lavaret deoc’h: Setu‐hen aman, pe: Setu‐hen a‐hont; n’ez it ket, ha n’ho heullit ket.
Hag e c’houlenjont diganthan: Mestr, peur eta e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo anavezet emaint tost da c’hoarvezout?
N’ho heullit ket. Hogen, pa glevot komz euz a vrezeliou hag euz a drouz e‐touez ar boblou, na spountit ket; rag red eo d’an traou‐ze c’hoarvezoud da genta; mes ar fin na vezo ket c’hoas.
Deuet oun en hano va Zad, ha c’houi na recevit ket ac’hanoun; mar deu unan all en he hano he‐unan, c’houi hen recevo.
Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.
Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo; rag abalamour d’an traou‐ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent.
Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez,
Mes an dud fall hag an dromplerien a ielo var wassaad, en eur drompla ar‐re all, hag o veza tromplet ho‐unan.
Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.
Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus‐Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante‐christ.
Eürus an hini a len, hag ar re a zelaou ar c’homzou euz ar brofesi‐man, hag a vir an traou scrivet enhi; rag an amzer a zo tost.
Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.