Sant Lucas 2:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c’hraou. |
Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud: Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer.
Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile: Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou.
Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel‐ze.
Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.
Ar re‐man eta, o veza eat kuit, a gavaz pep‐tra evel m’hen doa lavaret dezhe, hag e preparjont ar Pask.