La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 19:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou: Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan‐benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met Zake en em zalc’has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d’ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.

Ver Capítulo



Sant Lucas 19:8
22 Referencias Cruzadas  

Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h.


Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed.


Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel.


Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?