Sant Lucas 19:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaou‐lagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan: Zakeus, disken buhan; rag red eo d’in loja en da di hirio. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o vezañ deuet el lec’h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv en da di. |
Redec a reaz eta araog, hag e pignaz var eur vezen sicomor evit gwelet anezhan, rag dre eno e tlie tremen.
Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud.
Jesus a respontaz dezhan: Mar kar unan‐benag ac’hanoun, e viro va c’homzou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp d’he gavoud, hag e raimp hon demeurans ganthan.
Pa’z eo gwir eta ez omp ken‐labourerien assambles gant Doue, ho pedi a reomp stard da ober en hevelep doare ma n’ho pezo ket bet gras Doue en vên.
en den a‐ziabarz, evit ma rai ar C’hrist he zemeurans en ho calonou, dre ar feiz; hag evit,
Na ankounac’hait ket rei digemer mad d’an dud a‐ziaveaz; rag dre eno hinienou ho deuz digemeret elez, heb hen gouzout.
Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.