hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.
Sant Lucas 19:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet. |
hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.
ha na antreit ket en hini euz a geariou ar Samaritaned; mes it kentoc’h etrezeg an denved kollet a di Israel.
Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.
Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.
Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet;
Rag Doue n’hen deuz ket digasset he Vab er bed, evit barna ar bed, mes evit ma vezo salvet ar bed dreizhan.
Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.