Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
Sant Lucas 17:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz ive d’he ziskibien: Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras d’e ziskibien: Dibosupl eo na c’hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d’an hini ma teuont drezañ! |
Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
Malheur d’ar bed abalamour d’ar gwall‐exempl; red eo, evit gwir, e c’hoarvezfe gwall‐exempl; koulskoude malheur d’an den dre behini e teu ar gwall‐exempl!
Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo.
N’en em varnomp mui eta an eil egile; mes barnit kentoc’h ne dleer rei nag occasion da bec’hi, na scandal e‐bed d’hor breur.
Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a‐enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe.
rag red eo e teufe eur rum en ho touez, da zevel a‐enep eur rum all, evit ma vezo anavezet ar re a zo approuvet en ho touez).
Rag‐se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.
Ar Spered a lavar sclear penaos en amzeriou diveza darn a droio kein d’ar feiz, oc’h en em rei da sperejou tromplus, ha da zoctrinou an droug‐sperejou;
Mes eun draic‐benag em euz en da enep, beza ec’h euz aze tud hag a heuil doctrin Balaam, pehini a zeske da Valak lakaad eun occasion a bec’hed dirag bugale Israel, evit lakaad anezhe da zebri traou sacrifiet d’an idolou, ha da gweza ebarz an impudicite.
Mes beza em euz eun draic‐benag en da enep: lezel a rez Jesabel, ar vreg‐se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou.