Sant Lucas 13:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien: Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen‐fiez‐man, heb kavoud hini e‐bed: troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras d’ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc’h anezhi. Perak e talc’h lec’h en aner en douar? |
Al labourer a respontaz: Aotrou, lez anezhi c’hoas ar bloaz‐man, ken am bezo toullet en‐dro dezhi, ha lakeat teil ganthi.
Hogen, ema dija ar vouc’hal var grizien ar gwez. Pep gwezen eta ha na zoug ket a frouez mad, a ia da veza troc’het ha taolet en tan.
Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.
Mar d’euz unan‐benag ha na choum ket enoun, taolet a vez er meaz evel eur branc, hag e teu da zizec’ha; ha goude e vezont dastumet ha taolet en tan, hag e tevont.