Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Sant Lucas 13:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o velet anezhi, he galvaz, hag a lavaraz dezhi: Plac’h, delivret oud euz da glenved. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac’haet out eus da gleñved. |
Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.
Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk‐sperejou, hag hen a gassaz kuit an drouk‐sperejou dre he c’her; hag a iac’heaz ive ar re holl a oa klanv;
setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz; daou‐bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna.
Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue.
Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h‐man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz?