Mes, e‐pad ma’z eent da brena, ar pried a zeuaz; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan e sal an eured, hag e oe serret an nor.
Sant Lucas 11:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha mar teuje hennes a zo en he di da respont: Ro peoc’h d’in, va dor a zo serret, ha va bugale a zo ganen em gwele; ne hallan ket sevel evit rei bara d’id. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac’hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c’hellan ket sevel evit o reiñ dit, |
Mes, e‐pad ma’z eent da brena, ar pried a zeuaz; hag ar re a oa prest a antreaz ganthan e sal an eured, hag e oe serret an nor.
Me a lavar deoc’h penaos, ma na zavfe ket evit rei bara dezhan abalamour ma’z eo he vignon, e savfe o veza skuiz ouz hen klevet, hag e rofe dezhan kement ha m’hen defe ezom.
Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret: Aotrou, Aotrou, digor deomp; hen a responto: N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h.
Jesus eta a ieaz ganthe. Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan‐benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan: Aotrou, na gemer ket ar boan‐ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen.
Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus.