Ro d’an neb a c’houlen diganez, ha na dro ket kein d’an hini a fell dezhan empresta diganez.
Sant Lucas 11:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ. |
Ro d’an neb a c’houlen diganez, ha na dro ket kein d’an hini a fell dezhan empresta diganez.
Rag piou‐benag a c’houlen, a reccô; hag an hini a glask, a gav, ha d’an hini a sko, e vez digoret.
Piou ac’hanoc’h‐hu eo an tad, ma c’houlenfe he vab diganthan eun tam bara, a rofe dezhan eur mean? Pe, ma c’houlenfe diganthan eur pesk, daoust hag hen a rofe dezhan eur serpant e leac’h eur pesk?
Me ive a lavar deoc’h: Goulennit, hag e vezo roet deoc’h; klaskit, hag e kavfot; skoit, hag e vezo digoret deoc’h.
Jesus a lavaraz ive ar barabolen‐man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza:
Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall‐ioulou.
Setu aman, istim a reomp eürus ar re ho deuz souffret gant patianted; klevet hoc’h euz komz euz a batianted Job, hag anaoud a rit ar fin a roaz an Aotrou dezhan; rag an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.