Sant Lucas 10:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe: Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned yac’hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc’h. |
Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
Lavaret a eure c’hoas: Deuz a betra e lavarimp ez eo henvel rouantelez Doue, pe dre be seurt parabolen ec’h hallimp‐ni hen rei da gompren?
hag e kasjont kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe.
Mes pa antreot en eur gear, ma ne vezit ket digemeret, it er meaz var ar ruiou, ha livirit:
Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h.
Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.
Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.
Gouezit eta penaos ar zilvidigez a Zoue a zo kasset d’ar Jentiled, hag ar re‐man a zelaouo.
o prezeg rouantelez Doue, hag o tesk an traou a zell ouz an Aotrou Jesus‐Christ, gant peb hardiegez hag heb ampechamant e‐bed.