Lavaret a reaz ive dezhe: E pe ti‐benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h‐se.
Sant Lucas 10:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha choumit en ti‐ze, o tibri hag oc’h eva ar pez a vezo roet deoc’h; rag al labourer a zo dign euz he baeamant. N’it ket euz an eil ti d’egile. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc’h evañ ar pezh a vo roet deoc’h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c’hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d’egile. |
Lavaret a reaz ive dezhe: E pe ti‐benag ma c’hantreot, choumit enhan bete ma’z eot kuit euz al leac’h‐se.
Mar be eno eur bugel a beoc’h, ho peoc’h a choumo varnezhan; mar n’euz hini e‐bed, ho peoc’h a zistroio deoc’h.
Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden‐man: Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan; hag ober a reaz deomp choum.
Ha goude m’hen doe ho digasset en he di, e lekeaz boued dirazhe; hag hen devoe eur joa vraz da veza credet en Doue gant he holl diegez.
Ha goude beza sortiet euz ar prizon, ez ejont da di Lydi; hag o veza gwelet ar breudeur, e consoljont anezhe, hag ez ejont kuit neuze.
Ra zeui an hini a vez kelennet er Ger, da rei lod euz he holl vadou d’an hini a gelen anezhan.
Ha gant kement‐se e teskont beza didalvez, o rodal euz an eil ti d’egile; ha n’int ket hep‐ken didalvez, mes ive barbillerezed ha merc’hed curius, ha lavaret a reont traou ha n’int ket deread.