An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset.
Sant Lucas 10:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An neb ho selaou‐c’houi am zelaou‐me; hag an neb ho tisprij‐c’houi am disprij‐me; hag an neb am disprij‐me, a zisprij an hini hen deuz va digasset. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neb a selaou ac’hanoc’h, a selaou ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanon; an neb a zispriz ac’hanon, a zispriz an hini en deus va c’haset. |
An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset.
Piou‐benag a receo unan euz ar vugaligou‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, n’eo ket me eo a receo, mes an hini hen deuz va digasset.
hag a lavaraz dezhe: Piou‐benag a receo ar bugel‐man em hano, a receo ac’hanoun; ha piou‐benag a receo ac’hanoun, a receo an hini hen deuz va digasset. Rag an hini a zo ar bihana en ho touez holl, hennes eo a vezo braz.
Hogen, Jesus a griaz hag a lavaraz: An hini a gred enoun, n’e ket enoun eo e cred, mes en hini hen deuz va digasset.
An hini am disprij ha na zigemer ket va c’homzou, hen deuz unan hag a varn anezhan; ar gomz em euz lavaret, honnes eo a varno anezhan en deiz diveza.
E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An neb a zigemer an hini a vezo kasset ganen, a zigemer ac’hanoun; hag an hini a zigemer ac’hanoun, a zigemer an hini hen deuz va digasset.
Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud? Penaos ec’h euz‐te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz great? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue.
ha n’hoch euz ket va disprizet, na va zaolet diouzoc’h, abalamour ma’z oun amprouvet evel‐se em c’hig; mes digemeret oc’h euz ac’hanoun evel eun eal a‐berz Doue, evel Jesus‐Christ he‐unan.
Dre‐ze ’ta, an hini a ra disprij var gement‐man, n’e ket var eun den eo e ra disprij, mes var Doue, pehini hen deuz roet deoc’h ive he Spered‐Santel.