Rag David he‐unan hen deuz lavaret dre ar Spered‐Santel: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: Azez a‐zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid.
Sant Lucas 1:70 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hervez ma hen doa komzet, abaoe pell‐amzer, dre c’henou he brofeted santel; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evel m’en doa lavaret dre c’henoù e brofeded santel abaoe kozh amzer, |
Rag David he‐unan hen deuz lavaret dre ar Spered‐Santel: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: Azez a‐zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid.
Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.
Hag evel n’en em glevent ket etrezhe, ez ejont kuit, goude m’hen doe Paol lavaret ar gomz‐man dezhe: Komzet mad hen deuz ar Spered‐Santel d’hon tadou dre ar profet Izaias,
Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho‐unan, mes evidomp‐ni, e reant ho c’harg en traou‐man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered‐Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.
Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech‐all dre volontez an den; mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement‐se gant ar Spered‐Santel.
evit ma ho pezo sonj euz ar c’homzou a zo bet lavaret diaraog gant ar brofeted santel, hag euz hor gourc’hemenni, ebestel an Aotrou hag ar Zalver.
Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.